Mont d’an endalc’had

Colt's Manufacturing Company

Eus Wikipedia

Ar Colt's Manufacturing Company (pe CMC, gwechall Colt's Patent Firearms Manufacturing Company) zo un embregerezh armoù-tan amerikan diazezet e Hartford (Connecticut). Savet e oa bet gant Samuel Colt e 1855 goude freuz-stal e embregerezh kent, ar Patent Arms Manufacturing of Paterson (New Jersey). Brudet eo bet evit e revolverioù adalek an XIXvet kantved, met produet en deus ivez armoù modern implijet gant armeoù Stadoù-Unanet Amerika hag AFNA en XXvet kantved.

XIXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur revolver Colt Single Action Army

Da 22 vloaz, e 1836, e lakaas Samuel Colt ur breved war ur revolver anvet Colt Paterson. Digeriñ a reas e uzin kentañ, ar Patent Arms Manufacturing of Paterson, en New Jersey[1]. Mont a reas en-dro betek e freuz-stal e 1842. E 1847, da geñver ar brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, an arme amerikan a urzhias 1.000 skouerenn eus ar Colt Walker, ur revolver un ober ijinet asambles gant Samuel Hamilton Walker.

Sevel a reas neuze ar Colt's Patent Firearms Manufacturing Company hag e tigoras un uzin e Hartford. E-pad brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika e pourvezias armeoù an Norzh gant 127.157 revolver Colt 1860 Army, ha revolverioù Colt 1861 Navy.

E 1862 e varvas trumm Samuel Colt, hag e 1864 e voe distrujet uzin Hartford gant un tan-gwall. Daoust da se e chomas bev an embregerezh a-drugarez da gresk ar goulenn war an armoù-tan degaset gant astenn ar vro war-zu kornôg ar c'hevandir. Ar Colt Single Action Army (1872) a voe dibabet gant an arme. Lesanvet e voe ar peacemaker (peoc'haer) ha dont a reas da vezañ arm arouezius ar mare-se eus istor ar Stadoù-Unanet.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant John Moses Browning e kenlabouras an embregerezh. Produiñ a reas ar bistolenn Colt M1911 hag ar fuzuilh-vindrailher Browning BAR M1918 implijet adalek ar Brezel-bed Kentañ. E-pad an Eil Brezel-bed e implije Colt 15.000 den, evit produiñ da skouer ar bistolenn-vindrailher Thompson dindan aotre.

Ur fuzuilh-arsailh Colt M16 e Mirdi ar Brezel (Aten)

E dibenn ar bloavezhioù 1950 e prenas Colt breved an AR-15 digant an an embregerezh Armalite. Dont a reas da vezañ fuzuilh-arsailh nesañ arme S.U.A. er bloavezhioù 1960 ha kantadoù a viliadoù anezhi a voe produet gant Colt dindan an anv M16.

E dibenn ar bloavezhioù 1960 e voe savet gant an embregerezh ar Colt Shields, ur revolver a denne tammoù kleiz, evit pourveziñ ar vleinerien kirri-nij-linenn betek-gouzout e vije bet klasket adtuañ o c'harbed gant torfedourien. Adalek ar bloavezhioù 1980 e voe kollet tachenn tamm-ha-tamm gant Colt. Arme ar Stadoù-Unanet a zibabas ar Beretta 92 da gemer plas ar Colt M1911 e 1985. Gouarnamant ar vro a sinas ur gevrat gant an FN Herstal evit produiñ ar fuzuilh M16. E 1992 e tisklêrias Colt bezañ dindan gouarn al lezenn amerikan war ar freuz-stal. Prenet e voe an embregerezh evit 26 milion dollar gant ar strollad Zilkha & Co e 1994.

XXI kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude bezañ bet gwerzhet, rannet ha bodet adarre e kendalc'h Colt da vont war vihanaat e deroù ar c'hantved. Koll a ra marc'had produerezh ar garabinenn M4. Lakaet e vez an embregerezh dindan gouarn al lezenn war ar freuz-stal ur wech ouzhpenn e 2015[2]. Prenet eo bet e 2021 gant an holding tchek Česká zbrojovka Group, a vez adanvet Colt CZ Group e miz Ebrel 2022[3]. Hervez ez eus bet produet war-dro 30 milion a armoù gant an embregerezh Colt abaoe 1836 [4].

Ur bistolenn damaotomatek Colt M1911

Produioù brudetañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) The Colt Story war lec'hienn an embregerezh (lennet d'ar 24/02/2024)
  2. (fr) Le fabricant d'armes Colt à nouveau en faillite war Le Monde, 16/06/2015 (lennet d'ar 24/02/2024)
  3. (en) Ceska Zbrojovka Group has changed its name to Colt CZ Group SE war bajenn ar strollad, 12/04/2022 (lennet d'ar 24/02/2024)
  4. (en) Samuel Colt war lec'hienn ar chadenn History, 29/03/2023 (lennet d'ar 24/02/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan